• facebook
  • twitter
  • google_plus

Brud Nevez

 

ar gelaouenn a vez plijadur o lenn

Digemer
  • Petra eo Brud Nevez ?
  • La revue Brud Nevez
  • Brud Nevez : ar re ziweza
    • Brud Nevez 318
    • Brud Nevez 317
    • Brud Nevez 316
    • Brud Nevez 315
    • Brud Nevez 314
    • Brud Nevez 313
  • Leoriou Brud Nevez en linenn
    • Karantez ha karantez Naig Rozmor
  • Diellou Brud Nevez
    • Ar pennadou-kaoz
    • Muzikou ha kan
  • Darempred

Petra eo Brud Nevez ? Peleh ha penaoz ?

Muioh evid 360 niverenn en oll a-benn bremañ

 

Eur gelaouenn e brezoneg penn-da-benn eo Brud Nevez.

 

Da genta toud ez eus bet euz Brud : e 1957 e oa bet embannet an niverenn genta. Gand se eo unan euz ar re gosa e-touez ar helaouennou brezoneg.

 

53 niverenn a zo bet deuet er-mêz dindan an talbenn "Brud". Skrivagnerien anavezet evel Per-Jakez Helias, Per-Mari Mevel, Mab an Dig, Ernest ar Barzig, Armand Keravel ha meur a hini all o-deus bet skrivet enni.

 

E 1977 eo deuet Brud da veza Brud Nevez. E-pad eun toullad bloaveziou eo bet mizieg. Abaoe pell dija e teu er-mêz beb eil miz. An niverenn 314 eo an hini ziweza o veza bet embannet. Evid poent !

Petra 'gaver da lenn

e Brud Nevez  ?

 

E peb niverenn e vez ingal teir pe beder lodenn :

 

  • eun doser diwar-benn ar bed evel ma tro pe an dud evel m'ema o buhez, pe c'hoaz lennegez
  • skridou a lennegez a-hend-all : barzonegou, danevellou, soñjezonou…
  • eur pennad-kaoz gand hini pe hini, pe e vefe anavezet mad pe ne vefe ket : oll on-nevez e-leiz a draou dalhmad da zisklêria ha da ziskulia
  • eul lodenn gelaoui : al leoriou, ar filmou, ar beajou ha kement 'zo…

Perag skriva da v/Brud Nevez ?

 

Skriva a hellit deom dizamant…

 

  • Da houzoud hirroh diwar-benn ho koumanant pe evid koumananti.
  • Da rei deom da houd n'emaoh ket ken o chom er memez plas.
  • D'ober deom kinnigou war ar pez a blijfe deoh lenn e Brud Nevez.
  • Gwelloh c'hoaz : da gas deom skridou ha pennadou d'embann er gelaouenn pe war al lehienn-mañ.
  • Da lavared ho soñj diwar-benn ar gelaouenn pe diwar-benn al lehienn-mañ

Skriva kentoh dre dre e-mail. Eul lizer a hellit kas bepred dre an ti-post, ha red e vo deoh ober evel-se da bêa ho koumanant (gwelit amañ a-zehou). N'eus niverenn delefon ebed.

 

Gwelit amañ, just izelloh, e traoñ ar bajenn, pehini eo an adres.

 

Ha penaoz kaoud Brud Nevez 

 

Evid koumananti pe prena niverennou nevez pe goz a-unanou, evid ar poent atao, e rankit ober dre lizer pe dre vail nemetken.

 

Ne heller pêa evid ar poent nemed dre chekenn avad (da gas dre lizer d'ar chomleh izelloh e traoñ ar bajenn-mañ).

 

Priz eun niverenn euz Brud nevez (gand ma vo deuz outi…) : 

  • 10 euro evid eur skwerenn war baper
  • 5 euro evid ar stumm elektroneg.

Priz ar houmanant : 

  • 40 € war baper 
  • 25 € er stumm elektroneg
  • evid ar studierien : 25 €
  • ar broiou all en Unaniez Europa : 50 €
  • er peurrest euz ar bed : 59 €

Talvezoud a ra eur houmanant evid 4 niverenn.

Skipaill Brud Nevez

Izili ha mignoned Brud Nevez

e-kerz eun devez-studi e 2016 e Brest.

Mond e darempred

gand Brud Nevez 

M'ho-peus c'hoant da skriva deom

 

Evid kas eul lizer dre an ti-post, ober diwar-vremañ da : 

  • Brud Nevez, Kernaered, 29810 Lambaol-Plouarzel

Ar gwella hag ar buanna eo c'hoaz kas eur mail…

  • en eur glika amañ war : brud nevez

Trugarez en a-raog

Skipaill Brud Nevez  

© Brud Nevez 

Menegou hervez lezenn  / Mentions légales 

Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive

Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou