• facebook
  • twitter
  • google_plus

Brud Nevez

ar gelaouenn a vez plijadur o lenn

Digemer
  • Petra eo Brud Nevez ?
  • La revue Brud Nevez
  • Brud Nevez : ar re ziweza
    • Brud Nevez 318
    • Brud Nevez 317
    • Brud Nevez 316
    • Brud Nevez 315
    • Brud Nevez 314
    • Brud Nevez 313
  • Leoriou Brud Nevez en linenn
    • Karantez ha karantez Naig Rozmor
  • Diellou Brud Nevez
    • Ar pennadou-kaoz
    • Muzikou ha kan
  • Darempred

Brud Nevez  318

Al lazou-kana hag ar bagadou

Taolenn ar gelaouenn baper

 

 

 Ar bajenn-mañ

 

  • Yann-Ber Thomin
    • Lazou-kana Breiz ha Kembre : ar memez plijadur o kana a-gor

 

  • Fañch Broudic hag Andre Kefeleg :
    • Bagadou Sonerion prest bepred !

 

Rei a reer deoh amañ eun tañva euz peb pennad. Evid lenn ar pennadou war o hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 318 a-bez war baper pe e stumm pdf.

Ar pajennou all 

  • Traouigachou diwar-benn an hañv
  • Chanig ar Gall, Marcel Diouris, Pièr Mell
  • Mari Kermareg : heh eñvorennou
Brud Nevez 318
  • Al lazou-kana hag ar bagadou
    • Al lazou-kana e Kembre
    • Al lazou-kana e Breiz
    • Sonerion hag ar bagadou
  • Mari Kermareg : heh eñvorennou
  • Liviou an hañv

Petra 'vefe Breiz hebto ? 

 

Goueliou muzik a vez forz pegement dre ar vro, dreist-oll abaoe m'ema ar hiz gand ar festivaliou braz evel an Erer koz. Goueliou Kerne ez eus deuz outo abaoe 1923, prestig e vo kant vloaz 'zo ! Ar re a zach ar muia a dud eo a-dra-zur Goueliou etrekeltieg an Oriant.

 

N'eo ket êz goud ha dond a rafe kement-se a douristed da Vreiz en hañv ezprez-kaer evid heulia ar goueliou-ze. Eur wech erru avad, ne ra ket displijadur dezo, na da dud ar vro, ar hontrol 'ni vefe. Petra 'vefe bro Breiz hirio heb ar bagadou hag al lazou-kana ?

 

Poltred : Ar bagadou o tibuna e Goueliou etrekeltieg an Oriant, e miz eost 2018. Foto © Myriam Jegat.

Breiz ha Kembre : ar memez plijadur

o kana a-gor 

 

Peseurt liammou etre an diou vro war dachenn ar han hag ar han a-gor da genta penn ? Goude m’eo bet levezonet kalz muioh Breiz gand Kembre eged ar hontrol, eo koz ha divent al levezon-ze […]. Savet eo bet al lazou-kana liez-mouez e Breiz eun tamm mat diwar skwer Kembre. Eur blijadur divent ez eus o kana a-gor en daou du euz ar mor, daoust m’eo rouez a-walh an diellou hag al leoriou oh ober ano euz istor ol lazou-kana. 

 

Lazou-kana Kembre

 

Red eo kompren eo ar hembraeg kalon sevenadur hag idantitelez Kembre, kalz muioh eged n’eo ar brezoneg e Breiz. E-kreiz pep tra ema ar stourm evid ar yez, ha levezonet eo bet ar gevredigez a-bez gantañ. Eur gwir houarnamant e Kembre, hag a gas war-raog eur gwir bolitikerez-yez. Netra da weled war ar poent-se gand ar pez a vez greet e Breiz.

 

Ar hembraeg a oa yez al lazou-kana bet savet e penn kenta ar mareou modern […]. E lodenn vrasa ar vro e veze kinniget diwar neuze d’an oll, ha n’eo ket d’ar gloareged nemetken, kana en ilizou hag e kembraeg. Lazou-kana a oa bet savet diwar stumm re an ilizou luterian en Alamagn, ha kantikou liez-mouez. Er XVIved kantved e oa bet difluket neuze ar han liez-mouez e kembraeg. 

 

Meur a zeg mil kaner

 

Bez’ e vefe tro 150 laz-kana paotred hirio e Kembre. Ken brudet, ken nerzuz ha ken just eo ar moueziou paotred-ze ma heller dizoñjal ez eus ivez e Kembre kemend-all, da nebeuta, a lazou-kana paotred-ha-merhed, pe merhed nemetken : plijoud a ra d'ar merhed, peurgetket, kana en eun doare ispisial anvet Cerdd dant (penillion e saozneg, pez zo iskiz a-walh). Peurliesa e vez heuliet ar hor bihan gand eun delenn o seni eun ton disheñvel, war ar memez toniadur avad. E kement leh er bed ma z eus eur gumuniez Kembreiz o veva, e plij dezo kana a-gor. Eur gwir enzavadur eo neuze al lazou-kana e Kembre, o voda moarvad meur a zeg mil den.

 

Pa gaozeer euz lazou-kana kembraeg, n’heller ket chom heb menegi daou aozadur a-bouez : an eisteddfod hag ar gymanfa ganu […]. Hervez lod e oa bet kroget ar henstrivadegou lazou-kana abalamour d'an heligenta etre an ilizou protestant : e-leiz anezo a oa, ha c'hoant gand pep hini da veza lakeet war-wel ha da gaoud tud fidel ouspenn.

 

Aozet e vez an Eisteddfod vroadel beb bloaz e penn kenta miz eost, gwech en Norz ha gwech er Su, da gloza an heuliad eisteddfodau bihan. Loreet e vez neuze ar re wella e peb rummad, hag ar han a-gor abaoe 1825. Meur a gant mil den a vez bodet e-pad eur zizunvez hag an oll dud a labour evid ar hembraeg, war forz peseurt tachenn, a vez plijet o kinnig o oberou […].

 

Kantikou eo kanaouennou ofisiel ar hrogadou rugby !

 

Ar gymanfa ganu a zo evel ar festou-noz dre amañ. Nozveziou kantikou e kembraeg eo ar gymanfa ganu (bodadeg-kana). En ilizou protestant e vezent dalhet er penn kenta. Bremañ e vezont aozet e saliou c’hoariva pe arvestou (Royal Albert Hall Londrez da skwer) hag en estrenvro, evid ar humunieziou kembraeg d'en em voda.

 

Abalamour da orin ar han a-gor e Kembre e vez kanet kantikou dreist-oll gand al lazou-kana. Ha n'eo ket en templou nemetken : da geñver ar hrogadou rugby hag er pub zoken e klever anezo. Cwm Rhondda pe Calon lân, kantikou brudet-kenañ, zo anezo bremañ kanaouennou ofisiel klubou rugby 'zo, kanet gand eur mor a dud evid souten o skipaill ha digalonekaad ar skipaill all ! […]

Yann-Ber Thomin

Ar poltrejou :

  • Côr Meibion Aberystwith, Laz-kana potred Aberystwyth, en iliz Plouvien, e 2011. Foto : FB.
  • Dewi Morris Jones, bet pell o chom e Breiz. Kana a ree e laz-kana Tregaron. Foto : FB. 

Evid lenn ar pennad war e hed, gwelit e traoñ ar bajenn.

Lazou-kana Breiz 

 

E Breiz, evel e Kembre, eo relijiel orin al lazou-kana. Kantikou hengounel a vez war o roll, koz a-walh lod anezo, hag ampresti a reont imnou kembraeg e-leiz. Abaoe beaj (mojennel eun tammig) Kervarker da Eisteddfod Abergavenny e 1838, eo bet skoulmet en-dro al liammou arouezieg etre Breiz ha Kembre. Pobl ar vrezonegerien ne ouie seurt diwar-benn ar veaj-se avad.

 

Er hontrol, kalz kreñvoh eo bet levezon ar visionerien brotestant kembread e Breiz en XIXved kantved hag e penn kenta an XXved. Da vare Napoleon e oa bet Kembreiz souezet-braz o weled e oa ar Vretoned (prizonidi-vrezel neuze e Kembre), dianaoudeg penn-da-benn war ar Skrituriou sakr, abalamour ma oa divennet-groñs gand an Iliz katolik lenn anezo. 

 

Ar brotestanted zoken a skriv kantikou e brezoneg…

 

Kaset o-doa neuze misionerien brotestant e Breiz-Izel […]. Skignet e oa bet dafar brezoneg ganto a-dreuz ar vro, Bibl, Aviel hag all, gand merserien war-vale. Berz braz a reent abalamour e tiskouezent eur relijion intentet gand an dud. Peadra da lakaad an Iliz katolik diêz : heligenta o tiwan war he zachenn ! « Ar brotestanted zoken a skriv kantikou e brezoneg », a lenner er gelaouenn Feiz ha Breiz e penn kenta an XXved kantved. 

 

[…] Diwar skwer Gembre e ro lañs an Ao. Perrot d’ar Bleun-Brug e miz gwengolo 1905, e kastell Keryann e Sant-Nouga, gand kenstrivadegou lazou-kana e brezoneg. Er bloavez-se eo bet savet da vad ar han liez-mouez e brezoneg. Ober a ree renerien ar Bleun-Brug gand ar ger chorale rag e brezoneg n'eus ken med komzou-tro amjestr a-walh : strolladou tud o kana pe strolladou kanerien. 

 

Paotr Treoure hag ar re all 

Paotr Treoure eo moarvad ar brasa troer toniou kembraeg e lodenn genta an XXved kantved. Setu kanaouennou hengounel, toniou dizakr a Vro-Leon, hag a zo euz Kembre e gwirionez : Paotred Rosko (d’Herbais, 1919), Va zi bihan (Paotr Treoure, 1927) ha, nevesoh, A-hed an noz (Roger Abjean), Myfanwy Joseph Parry, deuet da veza Kimiad (André Marc).

 

Pedet e oa bet an Ao. Perrot da eisteddfod Urdd Gobaith Cymru (Kevredigez yaouankizou Kembre), e Abergavenny e miz even 1935. Bamet e oa bet gand ar pez e-noa gwelet : « Eur vro hag a dle beza gwelet gand peb Breizad, eur wech da vihanna en e vuhez, evel ma tle an Douar Santel beza gwelet gand peb kristen » (Feiz ha Breiz miz kerzu 1935). Anaoud a ra splann levezon Gembre : « Ar Bleun-Brug e Breiz a glask ober ez-vihan ar pez a ra an eisteddfod ez-vraz e Kembre ».

 

Ar Marh dall : eun doare nevez

 

Stag e oa neuze Roger Abjean, bet savet gantañ meur a laz-kana e Bro-Leon, da gempenn ha d’embann partisionou liez-mouez, imnou kembraeg lakeet e brezoneg en o zouez. Pa oa distroet Job ar Had (kaner ha rener Kenvroiz Dom Mikael e Plougerne) euz Kembre e 1970, e-noa digaset eun dastumadeg toniou gantañ. Asamblez gand ar beleg Job Seite (an hini fonnusa e-touez ar skivagnerien gantikou, a dra-zur) e-noa laket anezo e brezoneg. Tud all a ra c’hoaz.

 

 Da geñver diweza gouel ar Bleun-Brug e 1979 e Plougastell-Daoulaz, e-noa kinniget René Abjean eun doare nevez hag e-neus greet berz : boda kanerien euz lazou-kana disheñvel, heuliet gand eul laz-seni gand binviou hengounel koulz ha modern (hag a vo Laz-Kana Penn-ar-Bed diwezatoh), ha kroui ar ganenn-veur Ar Marh Dall, diwar destenn fromuz ha skweriuz Job an Irien. 

 

Eur hampionad al lazou-kana !

 

Bodad lazou-kana Kendalc’h a zo deuet da veza ar gevredad Kanomp Breizh e 2004, gand sikour Kuzul-rannvro Breiz. Adlañset ar hoñkour e miz gouere 2005 e-pad Goueliou Kann al Loar e Landerne. Deuet eo da veza Kampionad Breiz al lazou-kana abaoe. Ar pal ? Bruda ar han a-gor ha gwellaad al live. Lakeet e vez war-wel skwer Gembre, gand liou Breiz avad, evid brouda ar hrouidigeziou. Rag sevel kalz muioh a oberou hag embann kalz muioh a CDou lazou-kana a reer e Breiz eged e Kembre. Barnet e vez ar han hag ar moueziou, an doare d’en em ginnig war al leurenn, ha distagadur ar yez […].

 

Er mareou-mañ c’hoaz e vez santet levezon Gembre war lazou-kana Breiz. Gand Kanomp Breizh, e 2014, e oa bet embannet eun dastumad 81 han, kembraeg, keltieg, klasel hag all, lakeet e brezoneg ha kendoniet. E Kampionad 2018 e Landerne o-doa kinniget Mouezh Paotred Breizh eun heuliad pemp ton kembraeg lakeet e brezoneg, hag eet ar maout ganto. E kembraeg e kan al laz-kana-mañ a-wechou […].

Yann-Ber Thomin

Evid lenn ar pennad war e hed, gwelit e traoñ ar bajenn.

Ar poltrejou :

  • Laz-kana Mouezh Paotred Breiz, gand Jean-Marie Airault en e benn (a-gleiz) Kampionad al lazopu-kana e Landerne, ar bloaz-mañ. Foto : FB
  • René Abjean, anavezet evel unan euz ar re o-deus bet greet ar muia evid kas al lazou-kana war-raog. Diellou Kanomp Breizh.
  • Yann-Ber Thomin, prezidant Kanomp Breizh. Foto : FB.

War-raog ! Kit !

Bagadou Sonerion, prest bepred ! 

 

E bagad Plougastell-Daoulaz eo bet André Kefeleg soner da gomañs. War-lerh eo bet anvet da brezidant BAS e departamant Penn-ar-Bed. Nao bloaz 'zo bremañ eo prezidant Sonerion. N'eo ket eun tammig kevredigez vihan evel a zo eun tamm peb leh, pell ahane. P'e-neus digemeret ahanon en e di, e-neus displeget din kerkent eo "eur voutik vraz". P'am-eus goullet gantañ avad hag-eñ e plij dezañ "e vicher brezidant", n'eo ket bet pell oh anzao "n’eo ket ar ger mad, sur-tre". Daoust hag eo prest da bartial evid nao bloaz all ? "Ne rin ket, re skuizuz eo" ,emezañ.

 

4 000 den yaouank da stumma beb bloaz !

 

Soñjit 'ta a zo muioh evid kant ha tregont a vagadou enni, kalz muioh e Penn-ar-Bed hag er Morbihan evid na zo en departamanchou all deuz a Vreiz. Nemed ez eus bagadou ive e kostez Pariz, e Lille, Marseille, Bourdel, beteg e New-York hag er Gwadeloup, eiz mil kilometr deuz douar Breiz : hemañ a reer Karukera deuz outañ !

 

An diêsa hirio, hervez ar prezidant, a zo lakad ar stummadur da droi mad : muioh evid 4 000 den yaouank, muioh-mui beb bloaz, a vez o teski muzik war biniou ar vro, sed e vez ezomm berniou tud da stumma anezo, tud a-vicher, hag a vez beb sizun o haloupad euz an eil bagad d'egile hag euz an eil kêr d'eben, heb komz deuz an oll re a volontez vad a ra ive war-dro. "Sikouret om gand ar Rannvro ha gand eun nebeud Departamantou, a lar ar prezidant din, med ne ya ket war wellaad a pez a vez greet dezo. Ha stummadur a zo ezomm a-benn kaoud ar zonerien a zono 'benn deg vloaz !" 

 

Afer an toniou a zo gwiriou warno

 

En em gavet zo bet eun afer all a lak jeu ha strafuill dibaoe eur pennad e bed ar bagadou, ha n'eo ket gwall-êz da ziluzia […]. 'Barz al lezenn 'giz m'ema e Bro-Hall, e hell kement hini hag a vez savet pe kempennet eun ton nevez bennag gantañ disklêria anezañ. Hervez pez a zo anvet code de la propriété intellectuelle, n'eus nemed eun den e-eun a zo gouest da honid eun dra bennag. Memez er SACEM, o-deus poan da houzoud hag-eñ zo droejou pe n’eus ket. "Ni 'barz Sonerion a labour evid gweled penaoz delhen toud an toniou hengounel evid toud an dud," eme Andre Kefeleg. "Muzik hengounel forz peseurt pobl euz ar bed a zo boutin etre toud an dud. Bez' ranker divenn an dra-ze." […]

 

Ha komz a reer brezoneg er bagadou ?

 

Pa oa bet komanset Andre Kefeleg er bloaveziou 80 e bagad Plougastell, e oa kalzig sonerien e-barz, kosoh evitañ, hag a gomze brezoneg. Tamm-ha-tamm eo partiet ar re-ze, ha tra 'bed ken. Hag er bloaveziou 2000, e-neus gwelet re yaouank o tond deuz ar skoliou Diwan ha diouyezeg, brezoneg ganto en-dro. Sebezet eo bet. "Me zo mantret o weled se. Sell 'ta, te 'gomz brezoneg ive ! Hag an hini bihan seiz vloaz o respont. Kaer-tre eo gweled an dra-ze". Bet zo bet lod all o teski e Stumdi pe leh all. "Memestra zo eun diferañs, emezañ, etre ar re a zo er skol hag ar re a zo o labourad hag en em lak d’ober c'hweh miz brezoneg."

 

Eur studi master dedennuz-kaer e-neus sevenet Elouan Le Sauze e 2017 diwar-benn an anaoudegez o-deus ar zonerien vagadou deuz ar brezoneg. Diwar 478 a zo bet goulennataet gantañ, ez eus bet 28 % o tisklêria e komzont ar yez mad-tre pe mad a-walh, 27 % n'ouzont tra ken med eun nebeud geriou ha 35 % n'ouzont seurt ebed. E Diwan e oa bet skoliatet eun drederenn vat euz ar re a oar ha tost kemend-all o-deus desket e stajou c'hweh miz. Padal, nebleh — nemed, eun tammig, e Kerlen Pondi — ne reer gand ar brezoneg da boent ar pleustradegou. 

 

Hag an istor ?

 

Goud a oar an oll, da nebeuta ar re a zo dedennet gand muzik ar vro, eo bet savet Bodadeg ar Sonerion gand Polig Monjarret. Ya, med e peseurt bloavez ? Polig e-unan e-neus bet lavaret dalhmad e oa e 1943. Ne oa bet disklêriet ar statudou avad tra ken med e miz c'hwevrer 1946 e Roazon. Diwar-ze, e-neus kavet gwelloh Sonerion lida o 70 vloaz e 2016. Daoust hag o-defe bet mez oh anzao e oa bet kroget an traou e-pad ar brezel ?

 

"Tamm ebed, a respont Andre Kefeleg. E-barz ar PNB e oa bet Polig eun nebeud miziou, eet e oa er-mêz p'e-noa gwelet penaoz e troe en traou. Pa oa bet greet prosez dezañ war-lerh ar brezel, Polig a oa bet gwalhet deuz toud an dra-ze. Ha paeroniet e oa bet gand pennou-braz ar Rezistañs evid disklêria statudou BAS. Med gwir eo, an ano a oa aze a-raog, se zo sklêr." N'eo nemed war-lerh ar brezel eo bet savet ar henta bagad, hini chiminoed Karaez, e 1947.

 

Med perag ne hell ket ar glaskerien a labour war an istor mond da weled petra zo e diellou BAS ? "Me ive a garje a-walh gweled anezo !" eme prezidant Sonerion. Hervezañ, ne ouier ket re vad e peseurt stad emaint, goude beza bet dilojet meur a wech. Anzao a ra eo pase poent ober eun dra bennag ha prest eo da zigori an nor. Ar gwella tra 'vefe. Ar gwasa 'vefe rei da gredi, 75 vloaz war-lerh ar gomañsamant, e vefe c'hoant da guzad tra pe dra.

 

Ar bagadou oh en em gleved gand ar merkou

 

Euz eun dra all e-neus bet fellet din komz gand Andre Kefeleg, pa lennan er hazetennou ema krog Sonerion da zina emgleviou gand merkou anavezet-mad dija : eun ti-bank (CMB), eur stal dillad (Armor Lux)… Sed em-eus goulennet digantañ krak-ha-berr daoust ha n’eus ket eur riskl en em werzfe ar bagadou d’ar merkou. "N’ouzon ket, emezañ, ha gwerzet 'vo ar bagadou, marteze ar bagadou a lako da werza… Marteze e sikouro eun tammig evid bruda ar vro, ha brud ar vro a zervij da doud an dud." 

 

Ar pez a zo splann eo n’a ket war vrasaad an arhant o tond deuz an tu publik. Ar Rannvro ha lod departamantou a zikour atao. Hag ar Stad ? Sklêr eo prezidant BAS : "Hirio ne deu ket 1 € deom dre an DRAC, netra ebed, seh-korn. N’eo ket dre faot n’on-eus ket goullet : n'om ket eur skol vuzik reiz evid kaoud arhant publik, a lavarer deom, pa n'eus ket trawalh iñstrumañchou. Med n’om ket aze evid c’hoari piano !" (en eur c’hoarzin). […].

Fañch Broudig

 

Evid lenn ar pennad war e hed, gwelit e traoñ ar bajenn.

Ar poltrejou :

  • Andre Kefeleg, prezidant Sonerion. Foto : FB.
  • An dud o heulia Kenstrivadeg ar bagadou euz ar henta rummad, en Oriant, e miz eost 2018, p'ema Kebrenn Alre o son. Foto : © Myriam Jegat.
  • Bagad Kap Kaval, e Kenstrivadeg ar bagadou euz ar henta rummad, en Oriant, e miz eost 2018. Foto : © Myriam Jegat. 

Evid lenn an oll bennadou a-uz

(hag ar re all) war o hed

 

Prenit 'ta niverenn 318 Brud Nevez  :  10 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 5 € ar stumm niverel.

 

Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, kilka war Penaoz kaoud

 

© Brud Nevez 

Menegou hervez lezenn  / Mentions légales 

Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive

Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou