• facebook
  • twitter
  • google_plus

Brud Nevez

 

ar gelaouenn a vez plijadur o lenn

Digemer
  • Petra eo Brud Nevez ?
  • La revue Brud Nevez
  • Brud Nevez : ar re ziweza
    • Brud Nevez 318
    • Brud Nevez 317
    • Brud Nevez 316
    • Brud Nevez 315
    • Brud Nevez 314
    • Brud Nevez 313
  • Leoriou Brud Nevez en linenn
    • Karantez ha karantez Naig Rozmor
  • Diellou Brud Nevez
    • Ar pennadou-kaoz
    • Muzikou ha kan
  • Darempred

Diellou Brud Nevez

 

E 1918, e oa an dud 

o hortoz fin ar brezel

 

Roger Laouenan

 

 

Deoh da houd

 

Eun doser a-bez a oa bet embannet e niverenn 271 Brud Nevez, e miz du 2008, da geñver 90 vloaz fin ar brezel 1914-1918. Setu amañ roll ar pennadou-ze :

 

  • Didier Guyvarc'h : Ar Vretoned er brezel 14-18
  • An deveziou ma tirollas ar brezel
  • Roger Laouenan : An dud a oa o hortoz fin ar brezel
  • Alain Breteau : Eun abeg dihortoz d'ar brezel
  • Gab ar Mer : Krogad Maissin
  • Gab ar Mer : Chomadenn an 11ved korv e bro ar Somme
  • Gab ar Mer : Krogad Dixmude hag emgannou Bro Flandrez
  • An deveziou ma h echuas ar brezel
  • Alain Roignant : Mouez eur paotr pell euz e vro
  • Yann-Bêr Kalloc'h : Ar en deulin er brzel
  • Fañch Morvannou : Yann-Bêr Kalloc'h, maro er brezel 14
  • Daniel Carré : Pa davas ar hanonou
  • Alain Breteau : Eun ospital-skoazell e Gourin e 1914
  • Jean-Louis Monot : "Arme an douarou" e 14 -18
  • Louis Grall : An hini diweza pe an hini kenta ?
Taolenn ar pennadou
  • An dud o hortoz fin ar brezel
  • Ar gont deuz ar re lazet
  • Ar vuhez en a-dreñv

 E 1918 e oa an dud o hortoz fin ar brezel

 

  • Eiz leor e-neus embannet Roger Laouenan diwar-benn ar Vretoned hag ar brezel 14. An naoved 'zo da zond, hag e oa oh echui skriva an degved.

     

Da genta ne oan ket en zell da vond beteg ar bloavez 2008 peogwir e oa em zoñj skriva eul levr hepken, a oa bet goulennet diganin gand an embannaduriou France Empire, diwar-benn ar Vretoned e-pad ar brezel. Labouret em-oa e-pad pevar bloaz a-raog skriva al levr, evid dastum an diellou : n’anavezen netra. Me ‘oa evel an oll, n’em-oa netra war ar brezel-se, nemed eur mennoz bennag. 

 

Da genta ‘m-eus enrollet eun toullad tud, euz forz peleh e Breiz. Se ‘oa e fin ar bloaveziou 70. Tud en oad e oant er mare-se dija : war-dro 80 vloaz. Soñj o-devoa memestra deuz ar pez o-doa gouzañvet, ar pez a oa tremenet e-pad ar bloaveziou ma oant bet war an talbenn. J. Gros, deuz Lokemo, e-noa kontet toud penn-da-benn e brezoneg. Gouest ‘oa an dud da gomz brezoneg med mond a reent e galleg kentoh.

 

Goude-ze on bet e diellou kêriou, diellou an departamanchou, diellou Pariz, diellou ar broiou estren : e Belgia, en Almagn, e Fribourg-en-Brisgau. Eun toullad traou ‘m-eus bet. Skrivet em-eus ma levr kenta Le Tocsin de la Moisson diwar-benn deveziou kenta ar brezel, ha penaoz ‘oa ar vro just a-raog. Penaoz ‘oa bet dastumet an dud gand ar mobilizasion ha goude, peleh ‘oant bet.

 

Goude al leor kenta-ze, France Empire ‘neus goulennet eun eil levr diganin : pa vez lakaet ar biz ‘ba eun dra bennag toud ar horv a dremen ! Ne oa ket displijuz evidon ivez, me ‘blije din an istor, se ‘oa en ennon. ‘M-oa ket c’hoant da adskriva istor ar brezel, med istor ar Vretoned e-pad ar brezel. Se eo ma fal, n’eo ket traou all. Skrivet em-eus eun eil levr, La Moisson Rouge, zo deuet er-mêz e 1984.

 

C’hweh levr all zo bet abaoe, eun all zo da veza, eun all da achui… Eun bern traou ne oant ket bet dispaket c’hoaz. Med re diwezad e oa evid kaoud testeniou digand an dud oa beo neuze. Ar re diweza ne oant ket gouest da lavaroud kalz tra. Diellou skrivet a vez kavet c’hoaz memestra.

 

Eüruz an dud o partial ?

 

Devez kenta ar brezel, pa ’z eo bet disklêriet, pa oa bet mobilizet an dud, e oa eüruz an dud o partial, a lavarer. Med red eo ober eun diforh etre an dud diwar ar mêz hag ar re a oa o veva e kêriou. Er hêriou e oa eun êrgelh ne oa ket memez tra, aze an dud ‘oa muioh patriote, muioh a dud a oa kontant da vond, tud a felle dezo mond d’ar brezel evid adkemer an Elzaz hag al Loren : an Almanted (d’ar houlz-se ‘vije ket laret ar Boched c’hoaz) o-devoa laeret eun tamm deuz Bro-Hall hag e oant o tond da laerez ar peurrest. Ha setu ar re-ze o-devoa greet eun tammig jabadao ha lakaet deliou, brankou stag deuz ar bagoniou, ar fuzuliou ‘oa bet dekoret, kanet e vije ar Marseillaise, Sambre et Meuse ha traou all evel-se. 

 

War ar mêz ne oa ket kont memez tra : an dud a oa gand o labour. E-kreiz an eost e oa, pa oa sonet ar hleier deiz kenta miz Eost 1914. Se ‘oa spontuz evito, mond kuit evel-se, lezel an eost war ar parkeier, ha gand ar merhed hepken hag an dud koz, ar re ‘oant ket bet dastumet gand ar mobilizasion. Aze ‘oa kentoh trubuillet, glaharet an dud, ar merhed a ouele. N’int ket eet tamm ebed « la fleur au fusil ». Eet int. Ar Vretoned zo tud sentuz, d’ar houlz-se e oant bepred ! Eun dever ‘oa evito mond da zivenn ar vro peogwir e oa da veza aloubet gand an enebour. Eun enebour ne oa ket katolik peogwir ‘oa protestant… Eur bern traou ‘vel-se ‘oa ‘eneb an Almanted.

 

Frealz ha glahar

 

Pevar bloaz bennag goude, sed an 11 a viz Du : 90 vloaz ‘zo deuz se. An dud ‘oa o hortoz fin ar brezel abaoe pell ‘zo, peogwir e soñje deze e vije bet echuet dija er bloavez 14 ha goude e fin ar bloavez 15… O hortoz e vijent bloaz-ha-bloaz ma vije echu an traou. Digalonekaet e vijent abalamour n’ee ket an traou war-raog tamm ebed. An oll ‘oa o hortoz se : kement a dud ‘oa bet lazet, eul lazadeg spontuz ‘oa. 

 

E Breiz ‘vel e leh all ‘oa diêz beva peogwir e vanke boued, petrol, chikore, koad, glaou… Ne oa ket eur vuhez posubl ken : beb sizun e vije ano deuz eun den lazet bennag hag e vije neuze eun overenn heb korv ebed. Ne oa tamm plijadur ebed war ar mêz : ‘vije ket na baliou na goueliou na netra. Er hêriou braz e oa adkroget ar sinema, an teatr ha toud an traou evel a-raog. E Brest, e Naoned o-devoa c’hoant an dud da veva en eun doare normal.

 

Eun toullad traou ‘m-eus kavet a ro da gompren penaoz eo bet bevet an 11 a viz Du gand ar zoudarded. E brezoneg n’em-eus ket kavet kalz tra : ar yez ‘deus kollet kalz e-pad ar brezel. An dud-se ‘oa brezonegerien pa oant eet d’ar brezel a zo bet kustumet da gomz e galleg gand tud all n’anavezent ket, euz n’eus forz peseurt bro deuz Bro-Hall. Tapet an tu da vond e galleg, eun tammig mez gante marteze da gomz brezoneg, nemed pa vijent eun toullad etrezo.

 

Dija o-doa desket skriva galleg er skol. E brezoneg ne oa ket kalz tud a oa gouest, nemed tud desket evel Loeiz Herrieu. N’eus ket kalz a skridou : tud zo bet lazet, gloazet, n’o-deus ket skrivet. Ne oa ket ar memez tud ken oh echui ar brezel : ar re o-doa komañset war an talbenn ne oant ket aze ken. Riñset kazi toud. Diêz eo kavoud testeniou euz ar brezel penn-da-benn. 

 

Unan ‘m-eus, skrivet gand eur beleg. Ar veleien ‘oa gouest da skriva mad e galleg evel just, e brezoneg ivez kazi sur, med perag ne skrivent ket e brezoneg ? Person Gwipavaz e-nevoa skrivet da zoudarded ar barrez e galleg, embannet al lizerou e galleg : eur ger bennag e brezoneg a vije a-wechou, med pas kalz. Herve ar Menn, eul labourer-douar euz Hañveg, ne gomze kazi sur nemed brezoneg er gêr med ne lakae ket muioh evid eur ger brezoneg bennag eur wech an amzer war e lizer, evid goulenn eun dra bennag digand e wreg pa ne grede ket goulenn se e galleg. A-wechou ‘vije eur frazenn memestra, med pas kalz a dra.

 

Eun devez a levenez eo bet evid tud ar vro gweled ar brezel oh echui. Frealzet int bet, ha glaharet ivez en eur stumm, rag deuet ‘oa da zoñj dezo e vanke pe eun tad, pe eur mab, pe eur pried, pe eun tonton bennag. Bet zo bet kalz a joa, er hêriou dreist-oll, levenez spontuz : ar hleier o vralla, ar muzik o soni ‘ba ar ruiou, an dud o tañsal, o poka an eil d’egile… Bet ‘oa lidet eun Te Deum ‘ba an ilizou, goude-ze ‘oa bet greet eur retraite au flambeau deuz an noz. Ha cholori, jabadao Penven ! Du-hont e Brest e oa al listri war vor o lakaad ar hwitellerez-tro da vond en-dro. 

 

Med war ar mêz e oa sioul ha glaharet an dud kentoh, rag aze e oant e kañv bepred, sammet gand ar hañv don deuz an dud kollet, an dud ne zeufent ket ken d’ar gêr.

 Ar gont deuz ar re lahet : red eo beza gwir

 

Poan o-deus bet, beteg vremañ kazimant, an dud a vicher, an istorianed, d’en em gleved war gont ar Vretoned lazet er brezel. Petra 'lavarin-me ? N’on ket a-du gand an dud - lavaroud a ran se dioustu - a gomz euz 240 000. Se zo faoz. N’hell ket beza. Pa vez klasket eun tamm bihan n’eo ket posubl. Me a lavar kentoh 130 000. D’am zoñj ema aze ar chifr deread pa vez mesket ar chifrou stumm pe stumm.

 

Ma 'z eo bet ken diêz-se gouzoud ar wirionez war ze, eo deuet euz afer Santez-Anna Gwened pa oa bet savet ar Mémorial. Goude-ze eo bet lañset ar chifr 240 000 war gartennou-post, ne ouier ket gand piou. Adkemeret eo bet dreist-oll gand tud an Emzao, broadelourien stard a felle deze e vije an aberz a-berz Breiz an uhella posubl e-keñver Bro-Hall, evid goulenn beza adpêet deuz ar pez a oa bet kollet. Politikerez zo dindan ar chifr-ze. 

 

Red eo beza gwir memestra, n’heller ket ober truchuri war chifrou evel-se. A-walh eo zo bet muioh a zoudarded lazet e Breiz eged e broiou all : se zo sur. Arabad konta re war ar chifrou zo bet lakaet war ar monumañchou ivez, n’int ket resiz-tre. Spi ‘m eus ne vo ket komzet deuz se ken, e vo peoh war ar jeu hag e vo eun intent bennag. Med n’on ket sur, gweloud a ran e resevan lizerou digand tud zo a chom peg, krog-mat ouz ar chifr-se.

 

Greet ‘m-eus eur studi, klasket ‘m-eus chifrou e beb leh. Kontet em-eus war-dro 600 000 soudard, eun tammig muioh marteze, zo bet mobilizet e Breiz e-pad ar brezel. N’eo ket êzet gouzoud rag ar Vretoned zo eet e peb leh, e peb rejumant. Arabad konta hepken ar re ‘oa amañ e Brest, e Gwengamp : ar re-ze ‘oa bet dispartiet goude e rejumanchou Bro-Hall a-bez. Diêz eo kavoud roud diouto. Memestra zo tu da dostaad ouz ar wirionez gand ar chifrou a zo bet roet gand an arme hag ar Prefeti.

 

Hag ar re hloazet…

 

A-hend-all 'zo bet berniou tud hloazet, ya, evel just. Me ‘m-eus bet eun tonton zo bet torret e vreh dehou dezañ e-kichen Arras e komañsamant ar brezel, e miz Here 1914. Evel just e oa bet kaset d’ar gêr dioustu. Eur breur all dezañ, Eugène Laouenan, zo bet lazet kazi ar memez devez. N’eo ket bet kavet jamez, draillet e oa bet penn-da-benn moarvad, evel-se ‘vije kont. Bez’ zo tud zo deuet da veza sod, arabad dizoñjal se. Kalz tud zo bet tromatizet, muioh evid a vez lavaret.

 

‘Barz kement famill ‘zo dre amañ zo bet kollet pe mahagnet unan bennag. Tud mahagnet, tud bleset-don, gazet. Arabad dizoñjal ar gaz. Ar re o-devoa lonket êzenn. Rag êzenn ‘vije skoet e-pad ar brezel. An devez kenta a oa bet d’an 22 a viz Ebrel 1915 e-kichen Ypres. Goude-ze an Almanted, hag ar Frañsizien ivez, o-devoa skoet obuziou leun a êzenn. An dud ‘devoa lonket se ‘oa klañv da viken goude. Beteg fin o buhez. Pe e varvent nebeud a vloaveziou goude. Eul lizer am-eus digand eun den evel-se. Eun ofiser e oa, eul letanant. Goulenn a ree kaoud eur pañsion peogwir eo bet gloazet gand an êzenn. An dud ‘ba an arme ne felle ket dezo anzao e oa klañv abalamour d’ar brezel. Nahet ‘devoa rei dezañ ar pañsion ‘oa o houlenn. Marvet eo nebeud goude. 

 

An trañcheou, ema bet ar zoudarded e-pad pevar bloaz e-barz. Red ‘vije adober aneze, kendalh da adober aneze peogwir e vijent pe draillet gand an obuziou pe gand ar glao. Ne choment ket en o zao : an toullou-ze ‘oa leun a fank, a dour. Mizer spontuz o-devoa peogwir ‘oant dindan ar seiz amzer. Eur wech an amzer e hellent mond ‘ba eun abri bennag memestra, ‘ba eul loch savet eun tammig forz peleh. An Almanted o-devoa muioh a goñfort, a lavarfen. Int o-devoa eur stumm d’ober ar brezel ‘oa ket heñvel deuz hini ar Frañsizien. N’o-devoa ket gouzañvet kement.

 

Leoriou Roger Laouenan

diwar-benn ar brezel 14-18

 

  • Des Demoiselles au feu : L'épopée des fusiliers marins, Coop Breizh, 2004
  • Ce soir d'août, Le Télégramme éditions, 2004
  • Les Poilus : Dans les tranchées de la Grande Guerre, embannaduriou Le Télégramme, 2003
  • Le Moral de l'arrière, Le Trégor dans la Grande Guerre, Coop Breizh, 2002
  • Le Pays de Lannion dans la grande guerre, Coop Breizh, 2002
  • Les Semailles de guerre, Coop Breizh, 2000
  • Les Coquelicots de la Marne, Coop Breizh, 1994
  • Nous les poilus, Coop Breizh, 1998
  • Les Fiancés de la Toussaint, Coop Breizh, 1996
  • La Moisson rouge, Coop Breizh, 1994
  • Le Tocsin de la moisson, Coop Breizh, 1994, priz braz Les Ecrivains Bretons

 Ar vuhez en a-dreñv

 

En em houlenn a reer penaoz o-deus bet bevet e-pad keit-se ar Vretoned a oa chomet amañ er gêr, en a-dreñv : ar merhed, ar re goz… 'Barz ar vro, an dro-spered da genta a oa harpa ar zoudarded, kaoud fiziañs er brezel, da lavared eo kaoud fiziañs e oa just ar brezel, e oa ar Frañsizien deuz tu ar wirionez. Ar reou all a oa enebourien a oa deuet da aloubi ar vro. Med tamm-ha-tamm e oa deuet ar spered-ze da drenka, dreist-oll goude Verdun er bloavez 17. 

 

Neuze dreist-oll e oa bet eur reveulzi ‘barz an arme, mutinerie. Aze pa oa deuet ar bermisionerien d’ar gêr ‘oa ket ar moral ken gante. Ar re-ze ‘oa digalonekaet penn-da-benn hag an dud diwar ar mêz a zoutene aneze, a lavare « ya, spontuz eo o buhez, se ne hell ket padoud ! ». Dirollet e oant penn-da-benn : torret ‘doa bagoniou an treñiou, skoet taoliou-dorn war dud an hent-houarn… Ar spered ‘oa fall-tre. Ar vuhez ‘oa deuet da veza startoh peogwir ‘oa deuet ar boued da veza rouez a-walh. Ar bara ‘oa ket mad ken, ‘vije ket ar gwir da zebri kig nemed eur wech pe diou ar zizun, ‘vije ket kavet chikore na kafe na petrol na glaou...

 

Ha ne oa ket a dud da labourad ouspenn-ze. Red ‘vije pêa ha pêa mad an ouvrierien a oa c’hoaz, tud koz a-walh a oa bet reformet marteze. Ar re-ze a brofite evel just, a wele e oant mistri ar jeu, a houlenne muioh a arhant evid labourad. ‘Oant ket arru-mad tamm ebed, ha red eo lavaroud eun dra all memestra : ar beizanted o-doa greet koñverz, o-doa gwelet ar priziou o vond war-raog, oh uhellaad ha greet o-doa arhant. Amañ ‘oa eur hrennlavar a lavare « Vive Guillaume II, ra bado pell ar jeu ». En eur stumm e oant oll er vizer rag ne vije ket plijuz gweloud eur paotr deuz ar famill war an talbenn, med an arhant a oa etre daouarn famillou zo. Meur a hini ‘nevoa prenet e feurm d’ar houlz-ze.

 

A-benn an 11 a viz Du 1918, e oa skuiz an dud gand ar brezel, skuiz ar vro, skuiz an oll, skuiz-tre. ‘Oa ket moaien da vond kalz pelloh. Foch ‘noa komprenet se : moaien ‘vefe bet da vond eun tamm pelloh, an Almanted ‘oa o kila, moaien ‘oa da vond beteg an Alamagn war o lerh. Med aze e-nevoa soñjet « n'im ket, an dud zo skuiz, a-walh a dud lazet zo bet. » An dud ‘oa o hortoz se, ‘oa ket moaien da vond eur bloavez ouspenn. Aze ‘vije bet eun taol Trafalgar bennag.

 

An intañvezed

 

Ar vuhez ‘oa ket memez tra ken goude ar brezel daonet-se, peogwir zo bet berniou emzivaded, intañvezed … Eur bern merhed zo chomet heb kavoud eur paotr bennag evid dimezi. Hag ar zoudarded zo deuet en-dro n’o-deus ket kavet o flas ken : bez’ oa tud yaouank o-devoa kemeret penn an aferiou, ar menajou war o lerh. Int ‘oa uzet, ne felle ket dezo soursial deuz kalz tra ken. 

 

Ar spered ‘oa cheñchet, krog ‘oa ivez ar modernism da dond. Gweled ‘vije ar merhed war visiklet gand o zaeou. Se ‘oa eur cheñchamant spontuz. Eur plah war eur bisiklet zo kat da vond pell ! Pez ne oa ket gwir a-raog ar brezel ! Otoiou ‘oa o tond, mekanikou da labourad an douar ‘oa o tond, temz da binvidikaad an douar ‘oa ivez o tond, ar vuhez ‘oa o cheñch.

 

Koulskoude an dispah e-keñver ekonomiez n'eo deuet da vad nemed goude ar brezel diweza. ‘Vez ket cheñchet an traou ken buan-ze. Aze zo traou ponner ha ne cheñchont ket buan : ar stumm da veva, ar stumm da zoñjal. Tamm-ha-tamm e cheñch an traou med ne hellont ket mond buan, dreist-oll ‘ba eur vro evel Breiz a oa dindan levezon al labour-douar. Ha dindan levezon an Iliz evel just, med war an dachenn-ze ivez zo bet cheñchamant.

 

Roger Laouenan

Komzou dastumet ha laket dre skrid gand Fañch Broudic evid Brud Nevez

© Brud Nevez 

Menegou hervez lezenn  / Mentions légales 

Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive

Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou