• facebook
  • twitter
  • google_plus

Brud Nevez

ar gelaouenn a vez plijadur o lenn

Digemer
  • Petra eo Brud Nevez ?
  • La revue Brud Nevez
  • Brud Nevez : ar re ziweza
    • Brud Nevez 318
    • Brud Nevez 317
    • Brud Nevez 316
    • Brud Nevez 315
    • Brud Nevez 314
    • Brud Nevez 313
  • Leoriou Brud Nevez en linenn
    • Karantez ha karantez Naig Rozmor
  • Diellou Brud Nevez
    • Ar pennadou-kaoz
    • Muzikou ha kan
  • Darempred

Brud Nevez  315

Ar pennad-kaoz : Denez

Taolenn ar gelaouenn baper

 Ar gwerziou, an dra-ze a oa 'barz ma ADN. An hini genta, "Ar vag nevez deuz a Vontroulez", a hellje beza bet e Barzaz Breiz, aze 'm-eus santet toud ma horv, pa 'm-eus klevet ar werz ha lennet Barzaz Breiz goude ze, ar goulou a zo deuet ennon, eo en em lakeet toud ma horv da strinkellikaad, en eun doare barzoniez. 

 

 

Taolenn ar bajenn-mañ

 

  • Denez koll e ano 
  • Ar gwerziou a zo traou a bad hag a bado atao
  • Distumma ar geriou
  • Jacques Brel eo an hini gwella toud

 

Rei a reer deoh amañ eun tañva euz ar pennad-kaoz gand Denez. Evid gelloud lenn anezañ  war e hed, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 315 a-bez war baper pe e stumm pdf.

Brud Nevez 315
  • Brud : 60 vloaz
    • Tri-ugent vloaz 'zo
    • E berr gomzou
    • Interramant ar Garront Zuig
    • Gweltaz Bernier
    • Ar re eo bet savet Brud ganto
  • Per Trepos
    • Per Trepos
    • Lod all a varv
  • Barzonegou Cossic
    • Piou eo Cossic
    • Ragc'hoari
    • Foenn louarn
    • Oberenn Cossic
  • Ar pennad-kaoz
    • Ar gwerziou a bado
    • Distumma ?
    • Ar ganerien all
    • Jacques Brel
  • Kelaoui
    • Ar repuidi
    • Bro-Japan
    • Geriadur Madeg
    • Diwar an ero
    • My Skaouidig
    • Ar strollad Startijenn

Denez koll e ano 

 

Ha taoler evez ho-peus greet ? Koll e ano e-neus greet ar haner. Ne gomzer ket ken, pe n'eur ket sañset d'ober atao, deuz Denez Prigent. Er hazetennou, war golo e bladennou, war ar skritellou, n'eus ken med e ano-bihan.

 

Krenna berroh war o ano a ra ive kanerien ha kanerezed all : n'ho-peus ket klevet eo deuet Christine and the Queens da veza Chris, sed aze toud ? Ne hellom eta, e Brud Nevez, nemed heulia ar hiz nevez.

 

Eur haner brudet eo Denez bepred, 'vid afer-ze. Sed on-oa c'hoant da houd petra pelloh a lak en e ganaouennou.

F.B.

Kement-se out bet levezonet gand Barzaz Breiz ?

 

An dra-ze a oa 'barz ma ADN. An hini genta deuz ar gwerziou am-eus klevet, "Ar vag nevez deuz a Vontroulez", a hellje beza bet e Barzaz Breiz, aze 'm-eus santet toud ma horv, pa 'm-eus klevet ar werz ha lennet Barzaz Breiz goude ze, ar goulou a zo deuet ennon, eo en em lakeet toud ma horv da strinkellikaad, en eun doare barzoniez. 

Ar gwerziou a zo traou a bad,

o-deus padet hag a bado atao 

 

Anevezet out evel eur haner gwerziou. Melkoni e vez e-barz ar re a ganez…

 

An traou trist a ro muioh awen, muioh evid na ra an traou laouen, mond a ra donnoh ganin pa zavan chañsoniou diwar-benn traou trist, dond a ran d'en em zisplega gwelloh en dristidigez evid el laouenidigez…

 

An dristidigez a zigas muioh dit evid al laouenidigez ?

 

Ya. Ar zoniou amañ er vro eo brao-toud an ton. "Ev chistr 'ta, Laou…" a zo laouen. Med n'int ket ken brao hag ar gwerziou, barzoniez ne gaver ket er zoniou laouen. Toniou muioh etrevroadel eo ar gwerziou, peurbadel. Ar gwerziou a zo traou a bad, o-deus padet hag a bado atao. Ar zoniou a gosa… Tro 'm-eus bet da gana soniou ive er broiou all. Med an dud, pa deuont da zelaou ahanon, a lar din honnez, ar jañson drist, e-neus fromet ahanon kalz… 

 

Gwirionnoh int, a gav dit ?

 

Ar gwerziou a douch muioh an dud, pe vijent tud ar vro ha memez en estrenvro. Pa 'z on bet o kana e Pologn, tud o-deus lavaret din : me 'm-eus gouelet… An dud a gav er chañsoniou trist… ar gwerziou a douch pez a zo diveiz dezo, o ene ive marteze, an dud vez stoliet e foñs o ene en eur zelaou chañsoniou trist, zoken ma ne gomprenont ket ar yez, eun tamm energiez a zo e-barz, eun tamm skrij a lak anezo da ouela heb m'o-dije c'hoant a-wechou, da veza fromet… 

 

Ar memez tra eo evidon : pa glevan Cesaria Evora pe Yanka Rupkina, eur ganerez deuz Bulgari, em-eus gouelet aliez en eur zelaou anezi, ha n'anavezan ket he yez. Plijoud a ree ive da Georges Harrison, unan euz paotred ar Beatles, ha kanet he-deus en e interamant p'eo eet ar muzikaner brudet da anaon. Ar gwerziou, ar chañsoniou trist ha koz a gas pelloh evid o bro orin, se zo glad ar bed a-bez. Ar broiou a jeñch, med ar from a zo ar memez hini.

 

Chañsoniou nevez a skrivez atao ? Peseurt ?

 

Memez mod atao hag evid "Al liorz burzudus", traou barzoniuz. Farsuz ive, kan-ha-diskan… Unan am-eus savet diwar-benn ar rojou-avel, pe an touriou-avel ma fell dit. Gwelet e vez muioh-muia diouto partoud, war ar mêz, hag a gavan hudur. Dre forz lakad anezo partoud e Breiz, ar vro a yelo da nijal (en eur c'hoarzin) ! 

D'an neh

Distumma ar geriou ?

 

Pa vez Denez war eul leurenn evid eur hoñsert, war e bladennou ive, ez a-wechou d'ar pevarlamm, ne vez ket intentet dalhmad ar pez a gan, e vez poan a-wechou o kompren geriennou zo… Pa lenner en eur zelaou eur bladenn ez a. Med en diavêz, n'eo ket heñvel… Petra a respont eñ diwar ze ?

 

Evid pez a zell ar han ha diskan, aliez, ar poziou a zo eun digarez da lakad lusk evid an dañserien… Pa vez kanet "Konskried Sant Nikolaz", hag a zo anavezet, ha pa vez distummet eun tammig e ro lusk. Red eo cheñch doare ar geriou, an dra-ze a ro lusk, hervez paz an dañserien, med neuze eo diêsoh d'an dud da gompren, evid pez a zell ar ritournelle da skwer, toud an dra-ze zo teknik… Klask a ran lakad ar memez teknik-se barz ar geriou ive. 

 

N'eus ket tu da skriva se, dija evid ar SACEM n'eus ket tu… Pa vez kanet normal, n'eus lusk ebed, ar ganerien kan-ha-diskan mad a zo ar re a zo kapabl d'ober ze. 

 

N'eus ket tu da skriva ze, eme Denez, ha gwir eo. Dreist-oll p'en em lak ingal da gana pe da vouskana evid rei da gompren gwelloh a ze ar pez ema o tisplega. Setu, pa ne oa ket tu da renta se toud en eur gelaouenn baper, e kinniger deoh selaou - en eur glika amañ izellohig - pez a zispleg Denez dre gomz diwar-benn al luskou beb seurt a zibab ar ganerien ober ganto hervez an digouez.

D'an neh

Ar ganerien vrezoneg all… 

 

N'eus kaner brezoneg ebed e Breiz hag e-nije bet fromet ahanout ?

 

Unan a blij din hag em-oa c'hoant d'ober anaoudegez gantañ, 'm-eus bet tro d'ober e Lambaol-Blouarzel hag en Enez Vaz. Eur gartenn wenn a oa bet roet da Yann Tiersen, am-oa c'hoant d'ober traou gantañ, hag e-noa pedet ive Krismen : hag eñ 'm-oa c'hoant d'ober anadouegez gantañ ive ! Eur paotr jentil eo, a galite, a blij din kalz pez a ra, kas an traou war-raog, n'eo ket mala traou koz, gand eur rap dezañ, en eun doare dezañ penn-da-benn, plijoud a ra din tud seurt se. Pa hellan sikour anezo…

 

Lina Bellard, da skwer, a c'hoari telenn en eun doare disheñvel-tre, gand notennou etre evel 'barz ar gwerziou, eur Vretonez eo ha kana a ra e brezoneg, c'hoari telenn evel a ree Kristen Nogues, pedet 'm-eus bet anezi e Pariz. Klask a ran ive sikour ar re yaouank.

 

Rag me, evid lavared ar wirionez, n'on ket bet sikouret tamm ebed pa oan yaouank gand ar ganerien pe ar zonerien all, ar hontrol eo - an aozerien a zo eun afer all. Ar hontrol-mik. Ha me bremañ, pa welan tud yaouank… Pa vin kosoh, ne rin jamez pez a zo bet greet din-me pa oan yaouank, me a zikouro ar re yaouank.

 

Piou ne 'neus ket sikouret ahanout ?

 

An hanter deuz an dud a oar… Sed aze perag em-eus savet ive "An teodou fall". Eo. Bez 'zo unan e-neus sikouret ahanon, Arnaud Maisonneuve, eur paotr a galite, tamm gwarizi ebed gantañ, eur sapre kaner, tro 'm-eus bet da gana gantañ. Paotr mad e oa.

D'an neh

 Jacques Brel eo an hini gwella toud

 

Va hanaouennou a ganan e brezoneg dalhmad. Nemed unan e saozneg. Hag unan all am-eus kanet 'vid eun teul-film savet gand Bernadette Bourvon, unan am-oa bet ar mennoz da gana e galleg, "Amsterdam". Jaques Brel a blij din kalz. Pa oan yaouank, e oa ar gwerziou, ar c'hoarezed Goadeg a oan kustumet da zelaou kalz, ha… Jacques Brel. 

 

Evidon, Jacques Brel a zo eun den-ijin, hemañ 'neus toud, ar vouez, ar harism war al leurenn, poziou dispar, an hini gwella toud eo, eun dra bennag… Ar wech kenta 'm-eus klevet Jacques Brel e oa o kana "Amsterdam", on bet foeltret evel pa 'm-eus lennet Barzaz Breiz. 

 

Diou wech on bet foeltret 'barz ma zamm buhez hag on beo atao (en eur c'hoarzin) ! Pa oan yaouank, me gane Amsterdam, hag eur jañson deuz Santeg diwar-benn eur paour kêz den ne oa ket gouest da labourad ken, abalamour ma oa bet trohet e har dezañ. Me gane anezo er radio-crochet, ha gonezet 'm-eus bet meur a wech…

 

Me 'gane kalz a-raog, pa oan bihan toud, e Santeg, 'barz an tavarniou ive… Jacques Brel a veze goullet ganin, ha brezoneg ive. Me gane Gwerz Pennmarh ha traou seurt-se. Lod euz an dud a gomze brezoneg ive.

D'an neh

Neventi vad a-berz Denez

 

Deuet eo er-mêz e bladenn nevez : "Mil hent", kement ha diskouez an oll hentchou ha gwenojennou e-neus bet tro da zarempredi bete-vremañ. Gwerziou ha toniou nevez a ginnig d'e zelaouerien.

 

Kenlabourad e-neus greet evid ar bladenn-mañ gand muzisianed a-feson : Yann Tiersen, Fred ha Jean-Charles Guichen, Ronan ar Bars.

 

Ral ar re a ouie, med treser eo Denez ive, sed eo eun dresadenn gand ar haner a zo war ar golo, mar plij. Euz ar henta ! Gand Coop Breizh eo bet embannet hag e vez skignet ar bladenn.

 

A-hend-all ema bet Denez o kana e-kerz an hañv e Goueliou Kerne e miz gouere, hag e Goueliou etrekeltieg an Oriant e miz eost, ar wech-mañ e kompagnunez an Orchestre symphonique de Bretagne, mar plij.

 

 

Evid lenn ar pennad-kaoz gand Denez war e hed…

 

N'ho-peus nemed eun dra d'ober : klask kaoud ar gelaouenn baper pe PDF.

N'eo ket ker ! 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !) ha 4 € ar stumm niverel. Hag evid se n'ho-peus nemed eun dra d'ober : Penaoz kaoud

© Brud Nevez 

Menegou hervez lezenn  / Mentions légales 

Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive

Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou