• facebook
  • twitter
  • google_plus

Brud Nevez

ar gelaouenn a vez plijadur o lenn

Digemer
  • Petra eo Brud Nevez ?
  • La revue Brud Nevez
  • Brud Nevez : ar re ziweza
    • Brud Nevez 318
    • Brud Nevez 317
    • Brud Nevez 316
    • Brud Nevez 315
    • Brud Nevez 314
    • Brud Nevez 313
  • Leoriou Brud Nevez en linenn
    • Karantez ha karantez Naig Rozmor
  • Diellou Brud Nevez
    • Ar pennadou-kaoz
    • Muzikou ha kan
  • Darempred
Digemer
  • Petra eo Brud Nevez ?
  • La revue Brud Nevez
  • Brud Nevez : ar re ziweza
    • Brud Nevez 318
    • Brud Nevez 317
    • Brud Nevez 316
    • Brud Nevez 315
    • Brud Nevez 314
    • Brud Nevez 313
  • Leoriou Brud Nevez en linenn
    • Karantez ha karantez Naig Rozmor
  • Diellou Brud Nevez
    • Ar pennadou-kaoz
    • Muzikou ha kan
  • Darempred

Brud Nevez  315

Cossic, ar barz

Taolenn ar gelaouenn baper

 Ganet eo bet Cossic e Bulian (Bro-Dreger). E studiou e-neus greet en Naoned hag eo bet kelenner en Aljeri, er Burundi, en Aveyron, er Hongo hag er fin e Pamiers, e departamant an Ariej, e leh ema bepred o chom. Cossic a zo eur barz.

 

 Taolenn ar bajenn-mañ

 

  • Piou eo Cossic ?
  • Ragc'hoari an dastumad "Foenn louarn"
  • Eun dibab e-touesk  barzonegou "Foenn louarn" Cossic  
  • Cossic o profa e leoriou d'ar CRBC

 

Evid gelloud lenn oll barzonegou  "Foenn louarn" Cossic e brezoneg, gwelit izelloh penaoz kaoud an niverenn 315 a-bez war baper pe e stumm pdf.

Brud Nevez 315
  • Brud : 60 vloaz
    • Tri-ugent vloaz 'zo
    • E berr gomzou
    • Interramant ar Garront Zuig
    • Gweltaz Bernier
    • Ar re eo bet savet Brud ganto
  • Per Trepos
    • Per Trepos
    • Lod all a varv
  • Barzonegou Cossic
    • Piou eo Cossic
    • Ragc'hoari
    • Foenn louarn
    • Oberenn Cossic
  • Ar pennad-kaoz
    • Ar gwerziou a bado
    • Distumma ?
    • Ar ganerien all
    • Jacques Brel
  • Kelaoui
    • Ar repuidi
    • Bro-Japan
    • Geriadur Madeg
    • Diwar an ero
    • My Skaouidig
    • Ar strollad Startijenn

Piou eo Cossic ? 

 

Ganet eo bet Yves Cossic e 1943 e Toull ar Hoad, e Bulian, a-raog na vefe bet staget ar gomun deuz kêr Lanuon. Brezoneg e-noa desket gand e dud, ha n’e-neus ket ankouaet anezañ, kaer e-neus beza bet o foeta bro, nemed eo kerse gantañ pa n’e-neus biskoaz desket skriva anezañ.

 

Ober gand eun urziatêr ne oar ket ober kennebeud ha ne ouio biken, emezañ, sed e talh da skriva gand an dorn, ha gand eur stilo bic ! Eur paotr seder eo an den.

 

Goude beza bet greet studiou war ar filozofiez en Naoned, eo bet kelenner en Aljeri, er Burundi, en Aveyron, er Hongo hag er fin e Pamiers, e departamant an Ariej, e leh ema bepred o chom.

 

Meur a leor barzonegou e-neus embannet adaleg 1961. Evid ar wech kenta eo bet embannet "Foin de renard" e galleg e 1989 e ti Cheyne (e Devesset, departamant an Ardech). Advoullet eo bet eun eil gwech en ti-moullerez 34 e Tolosa. 

Ragc'hoari 

 

Da veza lennet en riskl da greski.

 

Ganet eo leor al louarn en eur gantreal diwar eur c'hoari bugale e serr-noz peohuz ar ster don Tanganyika. En em rei a ra da spered ar hoajeier ha respont da halvadenn eul levenez voustret, hini eun neñvad balafenned o tarnijal endro d'eul lozañj a baper liou.

 

Amzer e-neus laket al leor da hori er bloaveziou 1980 d'ar houlz ma reem pourmenadennou hir war velo dre devinier divent ar Burundi, d'ar houlz ma valeem ivez war droad dre uhelennou Kivu ar Su, a-zerz a-uz d'eur porz bihan a besketerien war vord lenn Uvira… Fromet om bepred en eur zoñjal el lêz klouar a brofe deom gwir saverien loened Banyiamulungue e damhoulou an deiz o sevel en eur rugo (1). 

 

N'o-devez ket ezomm ar vugale a vez o c'hoari en Uvira da gleved mojennou, barzonegou divlaz na katekizou da zihuni d'ar ar fed beza beo, al levenez kenta ; adkaoud a reer anezo divlamm-toud ha divergont e « Foenn louarn » evel ma ne dleje tamm ebed beza bet deuz torfejou ha lahadegou Bagogwe e 1993 na deuz muntrou ar re Tutsi hag ar re metis dre urz er Rwanda e 1994. Ar wirionez penn-da-benn a ranko beza disklêriet war ar penaoz hag ar perag euzadennou n'eus ket divalooh.

 

Fiat veritas, pereat mundus (2).

Cossic

Troet gand Marcel Diouris 

 

(1) Ar rugo a zo eun ti e doare ar vro er Burundi.

(2) Fiat veritas, pereat mundus. Ra vo laket splann ar wirionez, ha pa vefe fin d'ar bed. Eul liamm stard a zo etre justis ha gwirionez. Pa zo kaoz deuz unan deuz ar gwasa torfejou a-eneb tud en XXved kantved, muntrou ar re Ttusi er Rwanda e 1994, disklêria ar wirionez n'eo ket nemetken afer ar pennou-braz, an ideologourien hag al laherien ; da weled he-deus ive gand soudarded an ONU a oa a-du da zacha o skasou gante dizamant kerkent hag en deveziou kenta ma zo bet lahadegou, gand ar Stad hall e-neus kemeret eur perz braz [er pez a zo c'hoarvezet] pa oa François Mitterrand prezidant ar Republik, gand Iliz katolik ar Rwanda, gand rouedajou an Opus Dei dorn-ha-dorn gand ar pab, ha gand kostezennou politikel an demokrated-kristen en Europa

 

D'an neh

Foenn louarn (eun darn) 

 

Dihun ar hoad

E-kreiz an nevez-amzer

Pep tra o hori,

Melen ar zaladenn pistoutou

A lak ar gornigell da goll he fenn,

Pep tra o hori.

Taoliou morzol ar gazeg-koad

O toulla an deliou fao

Euz eur gwall-lamm a goad seh

Beteg kenta grizillon an arneo

Pep tra o hori.

 

Eur spont spontet

 

An  noz o fiñval er brouskoad.

An avel o sevel 'rez an douar.

An aneval teñval o peusi

E toull an deliou.

E don an oabl

Eur steredenn-red o koueza.

Baleom,

Baleom a-gevred

Er hoad,

Ennañ c'hwez eun alan a spont.

 

C'hoariou er prad (3) 

E ruskenn dir

Bigi ha briñsennou

O freuzi en gwaziou dour.

 

Sul gouel pemdeiz

Daoulammad en on boteier-koad

Avel miz ebrel a ra deom

Eun taol startijenn.

 

An drask war evez

O tempti ahanom

D'en em goll da viken

E sklabez seder ar yeot.

 

Bigi ha briñsennou

O freuzi e gwaziou dour

Kement levenez o ruilla

'Zo sakr an dour !

 

(3) Er bloaveziou 1950, pa veze kler ha riell, e tremenem on deveziou o toulla gwaziou evid an dour gand on tad Auguste Cossic a-benn kaoud daou pe dri troh yeot fresk da rei d'on seiz buoh-lêz. E gwaz-dour ar prad e oa berniou ha berniou dluzed o sevel uhelloh da leskel o had. Ugent vloaz 'zo, n'eus mamenn ebed ha n'eo ket bet strouillet, n'eus ket glesker ken er poullou-dour, nebeutoh-nebeuta a gleuziou ha gwez warne d'an evned d'ober o neiziou… Daoust hag e hallje folkloraj-koñversant an nozveziou keltieg digoll ahanom euz eur seurt rivinasion ?

 

Konikl gweñvn

 

Ha c'hoarzin 'ray al lapin gweñvn

E fri e daredenn

Eur vleunienn kreouichenneg ?

 

Mezevellet gand un nozvez fresk

Eur guchennad reun

O piklammad er waremm.

 

Lapin laouen a c'hoarzo

E tommder an douarenn

Heb gortoz

E teufe al louarn d'en em grouga

E gouzoug ar pech.

 

Daoust hag e c'hoarzo

E c'hoarzo c'hoaz

Dirag dant fallakr

Ar gaerell-vraz

Pe ar piteoz ?

 

Cossic

Troet gand Marcel Diouris

D'an neh

 Oberenn Cossic er CRBC

Profa eun dastumad euz e leoriou barzoniez e-neus greet Cossic da levraoueg ar CRBC, e Brest.

D'an 20 a viz meurz 2018, int bet kaset di gand e gamarad Marcel Diouris.

 

Marie-Rose Prigent, levraouegerez, ha Nelly Blanchard, kelennerez ha klaskerez er CRBC, o-deus digemeret anezo.

D'an neh

Evid lenn barzonegou "Foenn louarn" 

war o hed…

 

Ar gwella tra a hellfeh ober eo prena Brud Nevez 315 : 

 

  • 7 € ar skwerenn war baper (keit ha ma vo deuz outo !)
  • ha 4 € ar stumm niverel.
  • Pe koumananti !

Da houzoud penaoz kaoud anezi ha da beleh kas ho chekenn, klika amañ

 

© Brud Nevez 

Menegou hervez lezenn  / Mentions légales 

Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive

Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou