‹ › ×
    • facebook
    • twitter
    • google_plus

    Brud Nevez

    ar gelaouenn a vez plijadur o lenn

    Digemer
    • Petra eo Brud Nevez ?
    • La revue Brud Nevez
    • Brud Nevez : ar re ziweza
      • Brud Nevez 318
      • Brud Nevez 317
      • Brud Nevez 316
      • Brud Nevez 315
      • Brud Nevez 314
      • Brud Nevez 313
    • Leoriou Brud Nevez en linenn
      • Karantez ha karantez Naig Rozmor
    • Diellou Brud Nevez
      • Ar pennadou-kaoz
      • Muzikou ha kan
    • Darempred

    Brud Nevez 319-320

     
    Eul lodenn fonnuz a varzonegou ha danevellou. Barzonegou diwar bluenn Mari Kermareg hag eur barz euz ar Beljik troet war ar slam, Dominique Massaut. Danevellou a-feson gand Nicolas Fort, Laurence Lavrand ha Marcel Diouris.

     

    E memor Mari Kermareg ez eus pemp pennad all, evel ma oa dleet, pa z'eo bet renerez Brud Nevez e-pad bloaveziou : gwelit izelloh war ar bajenn-mañ.

     

    Gand Ronan Calvez eo bet savet ar pennad-kaoz ar wech-mañ. Kelenner brezoneg ha keltieg ma 'z eo ha rener ar CRBC, e tispleg abalamour da betra eo bet lidet warlene 50 vloaz al labo evel ma vije bet fest-noz ha fest-deiz heb dihan. "Ar studiou a zo bet greet er CRBC o-deus laket on doareou da zelled deuz istor ar vro ha deuz istor ar brezoneg da jeñch", emezañ.

     

    Pignad war gern ar Machu Pichu, sed ar pez e-neus greet Marcel Maudire. Loeiz Grall e-neus lennet leor Philippe Lanson ha Fanch Broudic eul leor istor Breiz evel ne oa ket c'hoaz. Pennadou a zo c'hoaz diwar-benn al lazou-kana.

     

    Hirroh a vo kontet deoh dizale diwar-benn an niverenn-mañ war al lehienn-mañ. Ma fell deoh kaoud anezi dioustu, n'ho-peus nemed klika amañ.

    Roll ar bajenn-mañ / Menu accueil
    • Petra eo Brud Nevez ?
    • Une page spéciale en français
    • An niverennou diweza
    • O himiad o-deus greet
    • Diellou Brud Nevez
    • Goloiou Brud Nevez

    Diellou Brud Nevez

    Roger Laouenan 

     

    Roger Laouenan n'eo ket bet hepken an den e-neus savet Strollad Beilladegou Treger.

     

    Hebtañ moarvad n'he-dije ket bet tapet Anjela Duval kement a vrud : eñ eo e-neus aliet ar realizatour André Voisin da zond da filma anezi e 1971, en amzer ma oa c'hoaz an tele e gwenn-ha-du.

      

    Leoriou istor e-neus skrivet eiz diwar-benn ar Vretoned hag ar brezel 14. 

     

    Lennit amañ pelloh an destenn ma tisplege en e vrezoneg brao na pegement a hast o-devoa an oll eh echufe ar brezel, e fin ar bloavez 1918. Embannet e oa bet da geñver 90 vloaz fin ar brezel braz. 

     

    Lakad a reom anezi amañ en linenn en e eñvor, goude ma vefe bet marvet d'an 30 a viz meurz 2022, d'an oad a 89 vloaz.

    Mari Kermareg

     

    Piou, e-touez ar Vretoned kar-o-yez, n'e-nije ket soñj beza bet gwelet anezi war an tele ? Pe ar filmou a zo bet produet pe sevenet ganti, na pa vefe nemed an hini kriz he-devoa bet troet gand ar re a oa bet oh ober brezel en Aljeri. Komedianez eo bet gand Teatr Penn-ar-Bed. Heuliet he-deus gwella kanerien ha muzianed ar vro ha darempredet al lazou-kana da heul he gwaz, René Abjean.

     

    Renerez Brud Nevez eo bet ive e-pad bloaveziou. Ha gand ar skiant-prenet he-doa, savet he-deus pennadou-kaoz, da lakad a beb seurt tud da gonta o buhez e Brud Nevez. Ne ray ket ken. Kuitaad ahanom he-deus greet, d'ar 6 a viz du 2019, ne oa ket pell euz he fevar-ugent vloaz. Tri bloaz a oa e oa bet taget gand eur hleñved a zo bet diremed : ar seurt krank a oa kroget enni n'e-neus ket dispeget.

     

    Reiz eo e vefet bet savet beb a destenn en heh eñvor gand Fañch Broudic, Goulc'han Kervella, Charlez an Dreo, Naig Daouphars ha Maguy Kerisit, da zisklêria pegen fromet int bet ha pehini oa o darempred ganti. Lenn anezo a heller e Brud Nevez 319-320.

     

    Lenn pe adlenn a heller ive ar pennad-kaoz a oa bet greet ganti e Brud Nevez 318, ma komz deuz he yaouankiz, deuz he micher, deuz he buhez komedianez, deuz ar skrivagnerien hag an arzourien he-deus bet anavezet.

     

    Eur vuhez a virvill a-teus bet, Malou (rag evel-se e veze greet deuz ouzit gand da dud). E-pad pell e talhim eur zoñj kaer ahanout.

    Leoriou en linenn Brud Nevez 

    Karantez ha karantez Naig Rozmor

      

    Leoriou en linenn, ya, dre ma heller lenn hag adlenn anezo kement ha ma karer.

    An hini kenta euz leoriou paper Brud Nevez e 1977 a oa bet Karantez ha karantez Naig Rozmor.

    An hini kenta euz leoriou Brud Nevez en linenn eo ive !

    Da gaoud anezañ, mond war ar bajenn-mañ !

    Ha koueza a ra mad.

    Rag war roll program ar h/CAPES brezoneg eo bet laket.

     

    Brud Nevez, ar gelaouenn hag al leoriou a vez plijadur o lenn.

    War internet ive ! 

    Niverennou all

    Brud Nevez 318

    • Barzonegou gand Chanig ar Gall ha Marcel Diouris
    • Kanaouennou Pièr Mell euz Poulaouen
    • Breiz ha Kembre o kana a-gor
    • Ar bagadou : war-raog ! kit !
    • Ar pennad-kaoz : Mari Kermareg hag heh eñvorennou tele ha komedianez

    Da gaoud eun tañva euz ar pennadou, klika amañ !

    Brud Nevez 317

    • Nevez-amzer ar varzed
    • E petra beza fiziañs er mareou-mañ ?
    • Brittany Ferris hag ar Brexit : eur pennad-kaoz gand Jean-Marc Roue 
    • Kenavo d'Andreo ar Merser ha d'ar skrivagner My Skaouidig

    Brud Nevez 316 

    1918 : Fin eur brezel 

    • Ar v/Brugerien a-eneb ar brezel e 1913
    • Ar pez a skrive neuze ar hazetennou brezoneg
    • Jean-Marie Conseil, beleg, soudard ha liver
    • Ar monumañchou brezel e Bro Leon
    • Konta ar Brezel kenta d'ar re yaouank

    Brud Nevez 315

    • Ar gelaouenn Brud, tri-ugent vloaz 'zo
    • Eur gontadenn gand Yeun ar Gow a vefe peadra da zevel eur wir BD diwarni
    • An danevell nemeti bet skrivet gand Per Trepos
    • Ar pennad-kaoz : gand ar haner Denez alias Denez Prigent
    • Lodenn ar helaoui : ar repuidi, Bro-Japan, Mikael Madeg o prienti eur geriadur all…

    Brud Nevez 314

    • Êrgelh eur vro, eun amzer zo bet
    • Raglavar Youenn Gwernig
    • Al laer stered, eur romant gand Loeiz Grall, troet gand Marcel Diouris

    Brud Nevez 313

    • Hubert Arzel, Michel Le Goffic, Jean-Paul Le Bihan, Martial Monteil, Patrick Galliou : En Arvorig, mil bloaveziou 'zo
    • Ar jestr eo a gont : eun danevell gand Mrcel Diouris
    • Maguy Kerisit :  Barzoniez Naig Rozmor
    • Eur film galisianeg
    • Jo Tanguy : Plant hag ardremez
    D'an neh

     

    Petra eo  Brud Nevez  ?

     

    Eur gelaouenn e brezoneg penn-da-benn, a-dra-zur !

     

    Se a ouieh dija. Med da houzoud

    • petra zo nevez ganti
    • peleh ha penaoz kaoud anezi,
    • penaoz skriva deom

    taolit eur zell ha Darempred

     

    Taolit evez : cheñchet eo ar chomleh !

    Vous ne savez pas le breton et vous voulez savoir

     

    ce qu'est Brud Nevez  ?

     

    Pour vous, une page spéciale en français !

    Brud Nevez est une revue en langue bretonne, sur laquelle on vous dit tout en quelques mots.

     

    Mais aussi

    • comment vous la procurer
    • où la trouver
    • comment nous contacter

    Car les adresses ont changé ! Tous les renseignements utiles ici !

    D'an neh

    O himiad o-deus greet

    Andreo ar Merser

    Marvet eo Andreo ar Merser d'an 31 a viz kerzu 2018. Kas ar brezoneg war-raog a heller lavared e-neus bet greet a-hed e vuhez, kazimant. Derhel soñj a vo greet euz ar skolaer hag euz ar helenner, euz e leoriou-kelenn, euz an embanner hag ar mouller. Euz an den ive, rag eur paotr seder ha brokuz eo bet dalhmad.

     

    Da lenn ar pennadou en eñvor Andreo ar Merser, klika amañ

    My Skaouidig

    Deuz Plougastell e oa, hag eno n'eo bet anavezet biskoaz nemed evel My Skaouidig. N'eo ket e ano ofisiel koulskoude, peogwir eo Jean-Marie Pérès war kaierou an ti-kêr. 

    Ma 'z eo bet Jean-Marie Pérès unan euz renerien an MSA  e Penn-ar-Bed, My Skaouidig n'eus nemed Plougastelliz hag ar vrezonegerien oh anaoud anezañ. 

    Eur skrivagner brezoneg kenta klas a zo bet anezañ.

    Da lenn ar pennadou e memor  My Skaouidig : klika amañ

    Diellou Brud Nevez 

    Eur pennad-kaoz 

    gand Jean Jouzel

    Ar wech kenta d'eur gelaouenn vrezoneg  da zigemer eur Priz Nobel !

     

    Rag Priz Nobel ar Peoh eo Jean Jouzel. Hag eur Breizad euz Janze.

     

    E  niverenn 312 Brud Nevez e komze euz an hin o tomma ha deuz ar pez a zo d'ober evid enebi.

    Muzikou ha kan 

    gand Bernez Quillien

    Eun den anaoudeg evid pez a zell muzik ar vro, eo Bernez Quillien a-dra-zur.

     

    A bell 'zo eo boaz da skriva 'barz Brud Nevez diwar-benn ar pladennou e-nevez bet selaouet.

     

    Lennit pe adlennit war al lehienn-mañ  eun dibab euz e bennadou war o hed.

     

    D'an neh

    Goloiou Brud Nevez

    ar re ziweza

    D'an neh

    © Brud Nevez 

    Menegou hervez lezenn  / Mentions légales 

    Prientet eo bet al lehienn-mañ dre WebAcappella Responsive

    Cookies a reer ganto war al lehienn-mañ a-benn kaoud statistikou